Brice Sevin pe GARAK e anv leurenn ‘doa graet anaoudegezh gant ar sonerezh elektronek e penn kentañ ar bloavezhioù 90. Da 14 vloaz en deus e biligoù kentañ hag e lak un troad e bed an tekno awenet mat anezhañ gant Detroit, Berlin ha Pariz.
Aet kuit e-pad 12 vloaz da galedonia-nevez, GARAK a ro dorn da ziorren leurenn ar Pasifik. Aozer nozvezhioù ha festivalioù e sono hag e raio liammoù mignoniezh gant kalz a arzourien : Agoria, Oniris, Manu Le Malin, Electric Rescue, Sonic Crew, Guy J, Dj Oil, Guy Mantzur, Kevin Di Serna, Doctor Flake. Er bloavezhioù-se e raio GARAK e ved dijital dezhañ ur bed don ha flour…
Tost ouzh bretoned Astropolis e vo pedet da 24re gouel evit klozan an abadennoù Beau Rivage x Piknic Electronik dirak miliadoù a dud.
Deuet d’ar vro en-dro hag anavezet mat anezhañ e embann d’ar seizh avele broduksionoù o sinan gant labelioù evel Naeba Records pe Unstuck Musik. Ha n’eo ket echu c’hoazh.
Tag: BZHG
Dispac’h ar jenofl – emsavadeg Bro-Bortugal
TEÑZOR AN ISTOR : Un abadenn kinniget gant Laorañs Garcia evit deskiñ istor bras Breizh, Bro-C’hall met ivez er bed a-bezh leun-chouk e vo ho spered war-lerc’h bezañ bet selaouet an abadenn-se.
Evit an eil abadenn e lak Laorañs ar gaoz war dispac’h ar jenofl !
Atersadenn Visant Roue : Rener pol studi ha diorren OPAB
Visant Roue, rener pol studi ha diorren Ofis Publik Ar Brezhoneg e Bro-Naoned a zo ouzh mikro Marianne Vaidie.
Gantañ e vo graet ur poent war an araokadennoù graet gant OPAB e Breizh pemp departamant.
Penaos vez gouzañvet ganto an diforc’h etre Rannvro Breizh ha hini Broioù al Liger.
Ar politikerezh yezh a vo lakaet war-wel ivez, peseurt binviji a vank dezho evit diorren ar brezhoneg el Liger-Atlantel ha strivoù ar c’humunioù da ziskouez muioc’h a vrezhoneg en o c’hêrioù.
BZH/20 gant Youenn Bernard
Abadenn ar re yaouank gant tunioù mat ar sun
Ty Zicos, lec’hienn internet evit kavout sonadegoù e Breizh,
La Dérive, tavarn kevredigezhel ‘ba’n Naoned
Atersadenn ar sun gant Youenn Bernard
Sonerezh an atersadenn : Plaisirs d’amour gant René Salento
Goulennoù-labour e bed ar brezhoneg
Atersadenn Tangi Poisson evit kronikenn ar studioù
Deiziataer digoust ar sun
Sonerezh fin : ton doubl gavotenn ar strollad Arn’