– Atersadenn Denez Marchand bez prezidant e departamant Il-ha-Gwilen en karg eus ar sevenadur ha yezhoù Breizh.
– Un dibab filmoù da welet er salioù du ar sizhun-mañ gant Julia Mouazan.
– Trede lodenn gant Damaris Merlet diwar-benn krouidigezh skolaj Diwan Sant-Ervlan.
– An ton “Soleil d’hiver” gant ar strollad Niagara.
Tag: Cinéma
TARZH AN NOZ – Gwener 19/11/2021
En abadenn fenoz :
– Eil lodenn atersadenn Katell Leon diwar-benn ar festival des Trois Continents.
– Ar gronikenn div vunutenn evit kompren.
– Lodenn ziwezhañ gant ar majisian bredelour Arzhel.
– Un ton diwezhañ da ziskoachañ gant ar strollad Zewitches.
TARZH AN NOZ – Yaou 18/11/2021
En abadenn fenoz :
– Atersadenn Katell Leon diwar-benn Festival des Trois Continents e Naoned.
– Ar gronikenn Diskouez Din : Un diskouezadeg foto da weladenniñ e Naoned.
– Arzhel majisian bredelour a zo ganeomp c’hoazh.
– Ar strollad Zewitches kinniget deomp gant Morgane.
Atersadenn Manon Renault : sevenourez “Ce qui est sur”
“Ce qui est sur” setu anv filmig kentañ Manon Renault.
Un istor mignoniezh etre div blac’hig lakaet war-wel gant ar sevenourez.
Daria Aoustin a oa e staj e Radio Naoned c’hoant he deus bet da c’houzout un tamm hiroc’h diwar-benn Manon Renault, he film hag he liamm gant ar sinema.
Dre m’eo bet kaset ar filmig d’ar festivalioù, n’eus ket moaien kavout ar film war an internet met ma fell deoc’h sellet ouzh ar filmig, kit e darempred gant Radio Naoned hag e vo kaset deoc’h ul liamm prevez.
radio@radionaoned.bzh