Evel kalzig a gevredigezhioù eo bet diaes an traoù evit ar Redadeg e-kerzh ar mizioù tremenet. An enkadenn yec’hed ‘deus lakaet aozerien·ezed ar Redadeg da ampellat darvoud 2020 da 2021. Redet e vo e 2021 hag e 2022 ? Penaos en em denn an dud a-youl vat gant ar skoilhoù dic’hortoz-se ?
Ewen Raballan ezel e burev ar Redadeg ‘neus respontet da c’houlennoù Marianne Vaidie.
E saloñs Mouli eo en em gavet Mael ha Phil Joe Iron Biden en-dro. Klevet e vo en abadenn-mañ strolladoù eus Brest (LITOVSK, SECTEUR PAVE, TSAREV), ar strollad gwellañ e Frañs (TRAITRE), ur vojenn anarko-punk (CONFLICT), hardcore a vro-saoz (RATED X), ur raktres gant Lan McKaye, oi! a vro-spagn (GOLPE DE GRACIA), ur strollad eus Philadelphia gant synthé (THE GUESTS), un ton kozh eus bro-saoz (SKELETAL FAMILY), rock dispar eus Australia (ROYAL HEADACHE), ur strollad gant Jay Reatard an hini e-barzh (THE REATARDS), hag un ton klasel (CAMERA SILENS).
Da glevet en abadenn :
CONFLICT – Mighty and superior
RATED X – Clear
PAILHEAD – I will refuse
LITOVSK – Dad
TSAREV – Ecole buissonière
SECTEUR PAVE – Sébastien
TRAITRE – Un pays à détruire
GOLPE DE GRACIA – Cementerio interior
SKELETAL FAMILY – Promised land
THE GUESTS – Watching the war
ROYAL HEADACHE – Need you
THE REATARDS – Blew my mind
CAMERA SILENS – Classe criminelle