Cheñch dicheñch e oa bet ar reolennoù an devezhioù paseet ! Koulz lavaret e oa luziet aozañ un distro-skol seder. Mouchañ frioù ar
vugale gant ur maskl adalek 6 vloaz, enoriñ memor Samuel Paty… Kemend a draoù divoaz !
Gireg Ar Gevel ‘neus kontet da Varianne Vaidie penaos eo bet tremenet an traoù e skol Diwan Sant-Ervlan. Hag a-benn ar fin n’eo ket bet re ziaes !
yec’hed nevez ? Laurie Le Brouster, a-youl vat evit Radio Naoned, ‘deus mouchet he genou gant ur maskl, tapet he sonenroller ganti ha bet eo o kavout Gwenole war e lec’h labour. Laurie ‘deus goulennet gant Gwenole penaos e oa bet cheñchet e vuhez vicherel abaoe un nebeud mizioù.
