Tri zamm keleier evit kronikenn ar miz :
– Poliserien Pariz a lak dronoù da nijal.
– Doareoù da brenañ levrioù er stalioù e-pad an enkaeañ.
– Un ostilh nevez evit aozañ darvoudoù ha strolladoù.
Tri zamm keleier evit kronikenn ar miz :
– Poliserien Pariz a lak dronoù da nijal.
– Doareoù da brenañ levrioù er stalioù e-pad an enkaeañ.
– Un ostilh nevez evit aozañ darvoudoù ha strolladoù.
Cheñch dicheñch e oa bet ar reolennoù an devezhioù paseet ! Koulz lavaret e oa luziet aozañ un distro-skol seder. Mouchañ frioù ar vugale gant ur maskl adalek 6 vloaz, enoriñ memor Samuel Paty… Kemend a draoù divoaz !
Gireg Ar Gevel ‘neus kontet da Varianne Vaidie penaos eo bet tremenet an traoù e skol Diwan Sant-Ervlan. Hag a-benn ar fin n’eo ket bet re ziaes !
Gwenole ‘zo tavarnour en davarn Berthom e Naoned. Ha penaos e tle an davarnourien·ezed ober o zamm labour gant ar reolennoù yec’hed nevez ? Laurie Le Brouster, a-youl vat evit Radio Naoned, ‘deus mouchet he genou gant ur maskl, tapet he sonenroller ganti ha bet eo o kavout Gwenole war e lec’h labour. Laurie ‘deus goulennet gant Gwenole penaos e oa bet cheñchet e vuhez vicherel abaoe un nebeud mizioù.
Pep hini eus e du enkaeet en o ranndioù e kave hir o amzer Mael, Mouli ha Tangi. N’eo ket marv mil den eta !
Gwisket o deus o re votoù Adidas hag o rochedoù karrezennet evit en em gavet tro-dro d’un daol (ur metrad pellder etrezo evel-just) diboultrennet o fladennoù-du ha luget ar sono kresket ar son betek klevet taolioù skubell an amezeien. Ha dao ! Kinnig a reont deomp un dibab sonerezh eus ar c’hentañ evit buheziñ ho tevezhioù hir.
Klevet ‘vo en abadenn :
BRONCO LIBRE – Enfermé·e·s
URBAN SAVAGE – The End
DISCHARGE – The Nightmare continues
DISCHARGE – The possibility of life’s destruction
DEAD KENNEDYS – Government flu
INSECURITY – Constant Anger
ZONE INFINIE – Vers le Chaos
THE SPECIALS – Ghost Town
NO CLASS – Rien à faire
A TROIS DANS LES WC – Contagion
BUZZCOCKS – Boredom
RED ZEBRA – I can’t live in a living room
THE MEMBERS – Solitary Confinment