– Eil lodenn atersadenn Katell Leon diwar-benn ar festival des Trois Continents.
– Ar gronikenn div vunutenn evit kompren.
– Lodenn ziwezhañ gant ar majisian bredelour Arzhel.
– Un ton diwezhañ da ziskoachañ gant ar strollad Zewitches.
– Atersadenn Katell Leon diwar-benn Festival des Trois Continents e Naoned.
– Ar gronikenn Diskouez Din : Un diskouezadeg foto da weladenniñ e Naoned.
– Arzhel majisian bredelour a zo ganeomp c’hoazh.
– Ar strollad Zewitches kinniget deomp gant Morgane.
– Atersadenn Marc-Antoine Olivier e karg brudañ ha skignañ binviji savet gant Bretagne Culture Diversité a lar deomp hiroc’h diwar-benn ar gevredigezh hag an diskouezadeg da welet er greizenn Yezhoù ha Sevenadur e Sant-Ervlan.
– Graet e vo anaoudegezh gant an davarn gevredigezhel Le Petit R staliet e Sant-Ervlan gant ar gronikenn Buhez Bro-Naoned.
– Trede lodenn an heuliadenn gant Yowan Denez.
– Ar strollad synth-punk a Vro-Naoned : Puissance Cube.
D’ar Yaou 29 a viz Ebrel en Naoned ez eo aet kuit an arzourien a stank ar c’hoariva Graslin betek an DRAC da vanifestiñ. Livet oa bet ar savadur ganto e ruz ha staget outi boulomigoù krouget da aroueziañ ar sevenadur o vervel. Aozet e oa bet an darvoud-se dre ma oa bet kilet evit an teirvet gwech emvod kuzul broadel micherioù ar c’hoariva pe ar CNPS. Un emvod e lec’h ma oa sañset dont Roselyne Bachelot ministrez ar Sevenadur da dabutal gant an arzourien. Dre forzh huchal e oa deuet Marc Le Bourhis, rener al lec’h maez da eskemm gant an arzourien. Divizet eo bet ganto e teufe an aotroù Le Bourhis d’ar Gwener 30 a viz Ebrel d’an noz da dabutal er Graslin. Aziliz Peaudecerf e staj e Radio Naoned ar sizhun paseet ‘neus kaset he mikro ganti e teatr Graslin e Naoned. Klevet ‘vo Claire Oger.