En abadenn Tarzh an Noz fenoz :
– Atersadenn Glenn Jegou ha Sterenn Diridollou eus ar gevredigezh Skeudenn. Hag e vo dalc’het festival Yaouank ar bloaz-mañ ? Nag ur skoop a vo lâret da Vorgane Cotten !
– Rann kentañ omp heuliadenn a vo da selaou a-hed ar sizhun :
Gweladennet e vo ker Roazhon a-dreñv daoulagad lemm Lena Louarn.
– Kaozet e vo eus ar ramzed er gronikenn Ouzhpenn ar vretoned ‘zo gant Benjamin Bouard.
– Hag evit echu an abadenn bep sizhun e lakimp war-well ur strollad a Vro-Roazhon pe a Vro-Naoned.
Ar strollad Naonediz Inüit a vo diskoachet an taol-mañ.