E Liorzh la Fonderie war enezenn Naoned ez eus bet aozet un happening gant ur strollegezh nevez krouet ar CEBEP 44 hag a zo ur c’hollektif evit an deskadurezh e brezhoneg e skolioù publik Liger-atlantel.
Erruet int skuizh gant rektor akademiezh Naoned, bep tro pa fell d’ur skol digeriñ ur c’hlasad divyezhek eo ur sapre afer. Ne zouj ket ouzh al lezenn votet e 2013 a embann splann eo ret aesaat an deskadurezh er yezhoù rannvroel.
6 skol a ginnig un hentenn divyezhek el Liger-Atlantel dija hag 8 skol ouzhpenn a fell dezho digeriñ hentennoù divyezhek er bloavezhioù a zeu, 4 e 2021.
Kroget eo an happening da 11 eur gant ur gentelig tañva d’ar brezhoneg evit ar gazetennerien hag ar c’hazetennerezed.
Da c’houde roet ez eus bet un diplom d’ar c’hêrioù engouestlet evit diorren an deskadurezh brezhoneg en ho kumun.
Hag echuet o deus gant ur brezegennig o lavar e vo kaset dre lizher, en un doare arouezel, kod an deskadurezh da rektor akademiezh Naoned.
Gant Remi Toulhoat, prezidant Divyezh Breizh
Renan Kerbiquet, sekretour ar gevredigezh evit ar gelennerien ha kelennerezed, Kelennomp !
Mallorie Creac’h, skolaerez er skol divyezhek ar Marsauderie e Naoned
Tag: Divyezh
Atersadenn Celine Blatéron – skolaerez e Blaen
En distro skol-mañ zo bet ar brasañ niver a zigoradur klasoù divyezhek deus istor ar c’helenn divyezhek.
Dibaoe distro-skol 2019 ez eus bet digoret ur c’hlasad divyezhek e skol bublik André Chedid e Blaen gant 19 skoliad·ez.
A-drugarez da Ofis Publik Ar Brezhoneg ha youl an ti-kêr e c’hell bugale Blaen deskin brezhoneg er skol.
Céline Blatéron skolaerez divyezhek eno a zo ouzh mikro Marianne Vaidie.
Reportaj : 20 vloaz Divyezh Naoned
An hentenn divyezhek e Bro-Naoned he deus lidet e 20 vloaz. Yann-bêr Quirion a oa bet o pourmen gant e vikro e-kerzh ar gouel a oa bet aozet d’ar 16 a viz Du.
Eric Bainvel, skolaer e skol “Des Grand Bois” e Sant-Ervlan, Alan Faucheux a zo unan eus ar re gentañ o deus kemeret perzh er raktres ha Ronan Olivier tad ur skoliadez kozh o deus respontet da c’houlennoù Yann-bêr.