Ribines Records : Dj Alpaïde

Gant ur sonerezh teñval ha desachus, an Dj Alpaïde a lako ac’hanoc’h da veajiñ betek harzoù e hollved arzel digor-mat.
Soner ha produer, klask a ra furchal en holl sevenadurioù, amzerioù hag en holl levezonoù tro-dro dezhañ evit kinnig deoc’h ur sonerezh breaké, stokadennet ha dañsus pe c’hoazh hunvreel.
Ur stlapadenn hag ur flouradenn eo.
Ar groove hag ar sioulder pe c’hoazh an trans hag an arvesterezh.

Pellgargañ

Ribines Records : C.V.P.O

O chom e brest emañ CVPO.
Ezel deus ar strollegezh WestSound ha ken diazezer al label Chien Sans Collier Records.
Buheziñ a ra an abadenn Cold Kultur war ar radio fréquence Mutine.
An dj CVPO a zo klask e levezonoù e-kerzh leurennoù elektro teñval a bep seurt.
E sonadegoù evel dj a zo o vrañsellat gant a bep seurt stil sonerezh underground evel an EBM, an techno, ar sonerezh Punk an elektro hag ar sonerezh industriel.
Sonet neus dija war leurenn Astropolis, ar Macadam, la Suite hag en deus sonet ivez gant arzourien evel Max Durante, Rendered, Minimum Syndicat, Varg, Luxe Vibert, Radical G ha gant ar strollad
Shxcxchcxsh. 

An Dj CVPO a zo un arzour yaouank gant un dazont grataus e bed ar sonerezh elekro.


Pellgargañ