– Atersadennoù Jean Marie Goater, Emmanuelle Siohan ha stajidi Skol an Emsav da geñver embannadur daou albom ‘vit ar vugale.
– Ar gronikenn Ouzhpenn ar Vretoned ‘zo : Bro Kashmir
– Heuliadenn ar sizhun : ar majisian-bredelour Arzhel
– Ar strollad Zewitches gant Morgane
– Atersadennoù Jean Marie Goater, Emmanuelle Siohan ha stajidi Skol an Emsav da geñver embannadur daou albom ‘vit ar vugale
– Ar gronikenn Desaver buzhug gant Léo Gefard Michel.
– Kendalc’het e vo d’ober anaoudegezh gant karter Maurepas gant Virginie Pronost.
– Eil ton ar rapourez Pumpkin kinniget gant Marianne
Maiwenn Raynaudon-Kerzhero a zo eil penn-redaktourez ar gelaouenn Bretons.
Embannet he deus e miz Kerzu ul levr anvet “Kenavo ? Petites choses amusantes et étonnantes sur la langue bretonne et les bretons”.
N’eo ket ul levr evit deskiñ brezhoneg met kentoc’h evit kompren ar yezh ha reizhañ mennozhioù pe raksoñjoù diwar-benn Breizh pe c’hoazh istor ar vro hag he sevenadur.
Juluan hag al Louarn ! Setu anv al levr nevez deuet maez gant an embannadur Timilenn. Tifenn Merien zo prezidantez kevredigezh
an ti-embann, deuet eo da gontañ da Varianne Vaidie penaos eo bet kaset da benn al labour treiñ e brezhoneg levr Joe Todd-Stanton. Ul levr evit ar vugale ‘ni eo evel Sekred ar c’hazh embannet gant Timilenn e 2019 !
An ti-embann yaouank a vo gwelet e Saloñs al Levrioù e Karaez an dibenn-sizhun-mañ ! Gall a reot dont da gaozeal gant tud ar gevredigezh ha prenañ o levrioù war-eeun diganto.