– Atersadennoù Jean Marie Goater, Emmanuelle Siohan ha stajidi Skol an Emsav da geñver embannadur daou albom ‘vit ar vugale
– Ar gronikenn Desaver buzhug gant Léo Gefard Michel.
– Kendalc’het e vo d’ober anaoudegezh gant karter Maurepas gant Virginie Pronost.
– Eil ton ar rapourez Pumpkin kinniget gant Marianne
– Tara Adeux ha Liza Jakez Vargas eus ar gevredigezh Kentelioù an Noz a zo ganeomp evit lavar deomp hiroc’h diwar-benn distro-skol ar gevredigezh.
– Ar gronikenn Ouzhpenn ar vretoned zo gant Benjamin Bouard : Ar Griko
– Testenioù maouezed diwar-benn gwirioù ar maouezed hiriv an deiz gant Emmanuelle, kelennerez war ar saozneg hag ar c’hastilhaneg e skolaj Diwan al Liger-atlantel.
– Ar sizhun-mañ e vo diskoachet ar ganerez a-vro Roazhon Jeanne Bonjour gant Morgane Cotten.
Emmanuelle hag Adeline : Al lennegezh e brezhoneg evit ar re yaouank
Ar bloaz-mañ o deus kenlabouret Radio Naoned ha Skol an emsav evit kinnig d’ar stajidi ha stajiadezed ober anaoudegezh gant micherioù ar radio. Plijadur o deus kemeret o teskiñ sevel ur gronikenn, frammañ ; kaozeal er mikro, sevel blenier un abadenn.
Ha deuet eo brav ganto, pemp abadenn vo da selaou liesseurt o danvezioù.
Ha setu abadenn Emmanuelle hag Adeline a ginnig deoc’h un abadenn diwar-benn al lennegezh e brezhoneg evit ar re yaouank.
Tud Aterset : Guillaume Pichard / Eric Bainvel / Brendan Guillouzic-Gouret