Gwenn Meynier a ginnig deomp LABOUS WEB, ur gronikenn da lakaat ar gaoz war an teknologiezhioù nevez, evit kompren un tamm gwelloc’h penaos ec’h a en-dro ar bed niverel tro-dro deomp ha prederiañ diwar-benn e implij.
AN EMOJI – Ar rouedad Twitter zo bet aloubet gant an hashtagoù #EmojiBzh ha #GwennHaDu, asambles ganto : banniel ar vro. Gant an holl pe dost e vez implijet ar fromlunioù bihan anvet emoji, met penaos int bet ganet ha penaos e vez ouzhpennet reoù nevez?