Léo Gefard-Michel a ra eus ar strollad tud en deus krouet ar GAEC ti-feurm « La Terre Ferme » staliet e kumun Skouvlant (La Regrippière) e-tal kichen Gwaled.
Léo a zispleg deomp penaos mirout had al legumaj pe ar frouezh evit ar bloaz da zont, gant peseurt legumaj eo aes d’ober ha gant ar re n’eo ket.
Léo Gefard-Michel a ra eus ar strollad tud en deus krouet ar GAEC ti-feurm « La Terre Ferme » staliet e kumun Skouvlant (La Regrippière) e-tal kichen Gwaled.
Goude bezañ desket petra oa perzhioù mat ha perzhioù fall an amprevaned war ul louzaoueg legumaj, Léo a zispleg deomp penaos gwareziñ al legumaj ouzh an amprevaned torr-revr.
An OSH (Office des Sports Herblinois) zo ur gevredigezh. Ober a ra war-dro kevreañ ha kenurzhiañ kluboù sport Sant-Ervlan asambles gant an ti-kêr. Abaoe 13 vloaz e vez aozet un darvoud bras gant an OSH : ATLANTISPORT ENVIRONNEMENT ! Ur sulvezh gouestlet d’ar sport, d’ar redadegoù war droad, war varc’h-houarn, war botoù-ruilh… Digor eo d’an holl d’an dud yac’h koulz ha d’an dud nammet dre an obererezhioù handisport. Marianne he deus klasket gouzout un tamm hiroc’h diwar-benn ar gevredigezh gant he frezidant Etienne Pauvert.
An deiz a hiziv eo emskiant ar re yaouank eus o dazont. Dibaoe meur a sizhun e vezont gwelet o vanifestiñ evit an hin. Skolajidi, liseidi ha studierien en o zouez. Lod anezho o deus c’hwitet war gentelioù ‘zo met pouezus eo an abeg.
Gwendal ha Lilou, tredeidi e skolaj Diwan Sant-Ervlan, zo tremenet dre studio Radio Kerne-Naoned a-raok mont da vanifestiñ.