– Atersadenn Fañch an Henaff da geñver al levr «Plougoñ, ur stourm e penn ar bed ».
– Ar gronikenn Desaver buzhug.
– Gweladenn heñchet e Roazhon gant Séverine Even, hiziv ar 15 vet kantved.
– An ton « Let my ride » gant Malted Milk.
Tag: Fañch An Henaff
Atersadenn Fañch An Henaff : E oberenn e Sant-Ervlan
Kreizenn Dafar Sevenadurel Keltiek (KDSK) ha kreizenn Yezhoù ha Sevenadur o deus pedet ar grafour Fañch An Henaff da skritellañ e labour e sal diskouezadegoù Yezhoù ha Sevenadur.
Ul labour levezonet gant ur vuhez sevenadurel ha sokial e Breizh.
Gantañ e vo lakaet ar gaoz war ar graferezh, e levr embannet e miz Ebrel 2019, “Skeudennoù : Images et Point de vue” hag an diskouezadeg.
Un atersadenn lusket gant ur weladenn aozet evit stajidi Skol an Emsav.
NOTENNIT EN TEZIATAERIOÙ : KDSK ha Yezhoù ha Sevenadur a ro emgav deoc’h d’an 28 a viz Meurz da 3e evit astenn ar gaoz gant Fañch An Henaff. E ti Yezhoù ha Sevenadur e vo skignet ar film GrafHerezh *: Fañch Le Henaff, portrait, Fañch a responto d’ho koulennoù goude ar skignadenn. Gallout a reot prenañ e levr Skeudennoù : images & points de vue digantañ a lakaat anezhañ d’e sinañ.