Gouzout a ra an holl eo mat ar sport evit yec’hed an dud. Sklaer eo e vefe d’an dud ober sport met tud ‘zo n’int ket entanet kement-se pa erru poent lakaat ar
c’higennoù, ar galon pe ar skevent da labourat.
Noah, Damien hag Ambre ‘zo bet oc’h atersiñ tud laouen oc’h ober sport ha reoù all nebeutoc’h.
Aterset o deus :
– Sylvain Perron : Rener ha kelenner er skolaj
– Gireg Ar Gevel : Rener ha skolaer e skol Diwan Sant-Ervlan

Lakaat a ra ac’hanomp d’ober anaoudegezh gant ar skol ma labour enni ha da gompren ivez petra eo ar vicher skolaer. Klevet ‘vo e soñj diwar-benn ar brezhoneg, ar yezh m’eo bet eñ desavet ganti.
