– Atersadenn Gireg ar Guevel rener skol Diwan Sant-Ervlan. Kevratet eo ar skol !
– Ar gronikenn Diskouez Din gant Morgane Cotten : Ar festival Maintenant.
– Heuliadenn war ar stourmoù : Raktres ar greizenn Nukleel e Plougoñ gant Tara Adeux.
– Ar strolladoù sonerezh a-vro Roazhon da ziskoachañ er Festival les Transmusicales gant Morgane Cotten : ar strollad Eighty
Tud bugale Diwan Sant-Ervlan asambles gant dilennidi, dilennadezed ha tud all tost o c’halon ouzh ar brezhoneg oa bet en em vodet dirak rektordi akademiezh Naoned. Ar pal goulenn ma vo kevratet skol Diwan Sant-Ervlan an abretañ ar gwellañ. En o zouez e oa Tangi Louarn deuet da Naoned e anv Kevre Breizh. Displegañ a ra pegen direizh eo stad an traoù. Xavier Grimault zo tad er skol ha perzh eus skipailh BEV : Brezhoneg Evit ar Vugale, ar c’huzul skoazell a glask rastellat arc’hant evit lakaat ar skol da vont en-dro. Testeni a ra d’an diaesterioù arc’hant liammet eus ar fed ne vije ket paeet ar skodenn-skol.
Ur skipailh dileuridi ha dileuriadezed a oa sañset bezañ degemeret gant Rektor Naoned. Gireg Ar Gevel skolaer ha rener skol Diwan Sant-Ervlan a lâr hiroc’h deomp eus disoc’h an emgav-mañ.