En abadenn fenoz :
– Christophe Grandjean, soner, a vo asambles ganeomp. Dont a raio maez e bladenn “Trouz kerdin hag all” e deroù miz Here. Un digarez d’ober anaoudegezh gant ar bozouki
– Buhez Bro-Naoned: Dizoloet ez eus bet gant Marianne Vaidie ur gevredigezh, Yezhoù ha yec’hed hec’h anv
– Trede rann hon heuliadenn kinniget gant Morgane Cotten : diskoachañ ker Roazhon a-dreñv daoulagad Lena Louarn.
– Hag un ton all da selaou gant ar strollad Inüit