Gwelatz Adeux a zo en ur raktres nevez anvet B.R.E.T.O.N.S ha n’emañ ket e-unan. Gant ar strolladoù The Kervegan’s, Digresk, izili eus Soldat Louis, pe c’hoazh ar strollad Armens o deus prientet un arvest eus ar c’hentañ. An tonioù brudetañ eus ar strolladoù a vo sonet ganto met ivez tonioù AC/DC pe c’hoazh Dropkick Murphy’s ha souezhadennoù a vo evel-just.
Deuet eo Gweltaz Adeux ar c’haner mil vrudet e Breizh a-bezh evit enrollañ an abadenn Naoned e Live.
Tara Adeux ha Nikolaz Guerin a oa gantañ evit ar sonadeg enrollet e studio Radio Kerne Naoned.
A-raok enrollañ an abadenn o deus respontet d’un nebeud goulennoù savet gant Marianne Vaidie.
Ganto e vo klasket kompren petra eo ho sell da skouer war micherioù ar sonerezh hiriv an deiz, daoust hag-eñ eo aesoc’h ober eus ar sonerezh e vicher eget er bloavezhioù 80 pe 90. Pe c’hoazh gant peseurt strolladoù int levezonet.
Hag ouzhpenn da-se dre ma eo skignet ar sonadeg e-kerzh mizvezh ar brezhoneg hag ar gallaoueg e vo klevet o santimant war stad ar brezhoneg e Bro-Naoned.
Nag a draoù da ziskoachañ ganto.
Tredeidi ha tredeadezed skolaj Diwan Sant-Ervlan o deus bet ar chañs da gemer perzh en ur staj rap kaset da benn gant Lukaz Nedeleg ha Gweltaz Foulon.
Tri frantad o deus bet evit skrivañ ar paozioù ha krouiñ ar sonerezh.
Enrollet o deus disoc’h o labour e studio Radio Naoned.
Klevout a rimp Yuna hag Appoline, skolajiadezed e klas trede ha Lukaz Nedeleg ha Gweltaz Foulon o deus graet war-dro luskañ ar staj.
Ma fell deoc’h kinnig stajoù rap kit e darempred gant Strollad La Obra : http://laobrabzh.blogspot.com/
Pe dre Facebook : https://www.facebook.com/Strolladlaobra