An davarn gevredigezhel Le Petit R a zo staliet e Sant-Ervlan. Laure ha Tiphaine, izili ar c’huzul-merañ, o deus displeget hiroc’h da Varianne.
Ouzhpenn evañ ur banne kafe pe chug-avaloù e c’heller ivez kemer-perzh d’an darvoudoù aozet gant ar gevredigezh.
Atalieroù a bep seurt a zo kinniget ganto ha lakaat a reont ivez ar stalioù lec’hel de gemer perzh.
Ur raktres brav evit krouiñ liammoù gant an holl, tud ar c’harter pe c’hoazh annezidi Goueled Antr ha Koeron.
Tag: Herblain
Reportaj : Diwan Sant-Ervlan bodet dirak akademiezh Naoned
Tud bugale Diwan Sant-Ervlan asambles gant dilennidi, dilennadezed ha tud all tost o c’halon ouzh ar brezhoneg oa bet en em vodet dirak rektordi akademiezh Naoned. Ar pal goulenn ma vo kevratet skol Diwan Sant-Ervlan an abretañ ar gwellañ. En o zouez e oa Tangi Louarn deuet da Naoned e anv Kevre Breizh. Displegañ a ra pegen direizh eo stad an traoù.
Xavier Grimault zo tad er skol ha perzh eus skipailh BEV : Brezhoneg Evit ar Vugale, ar c’huzul skoazell a glask rastellat arc’hant evit lakaat ar skol da vont en-dro. Testeni a ra d’an diaesterioù arc’hant liammet eus ar fed ne vije ket paeet ar skodenn-skol.
Ur skipailh dileuridi ha dileuriadezed a oa sañset bezañ degemeret gant Rektor Naoned. Gireg Ar Gevel skolaer ha rener skol Diwan Sant-Ervlan a lâr hiroc’h deomp eus disoc’h an emgav-mañ.