Teoran a dalv harzoù e gouezeleg Iwerzon. Da gentañ tout eo Teoran ur gejadenn, un istor mignoniezh, un istor familh zoken. Kejadenn tri soner a Vro-Glison : Mathieu Jutel paotr e c’hitar bout, Erik Kemp kaner ha soner gitar anezhañ ha Babasse azezet war e gefig koad da reiñ lusk d’an tonioù, gant e gajòn !
Ha pa vefe tonioù adtapet pe kompozet ganto, kanaouennoù Eric a gont e istor : e vuhez kent e Belfast hag ar stourm a-enep d’ar Saozon, ar c’hleñved, ar beajoù war vag a-hed ar stêrioù. Abaoe 4 bloaz bremañ e vez levezonet Bro-Naoned gant Teoran hag e sonioù a Vro-Iwerzhon. Eus o c’hav pleustriñ e Klison da ganol Naoned Brest bageet war-vourzh ur gobar e oant chomet a-sav e Gwenvenez-Penfaou e 2019 da zigeriñ festival Cours et Jardin. En un davarn ha n’haller ket tremen e-biou. An Tempo.
Tag: Irish
Flik ha Folk #2
Bep daou viz e vez lusket an abadenn-mañ gant Laorañs Garcia, a-youl vat e Radio Naoned !
Sonerezh folk, blues, blues grass kinniget gant mousc’hoarzh evit gwellañ plijadur ho tivskouarn ! En abadenn-mañ e ouestl Laorañs hec’h abadenn d’ar sonerezh a Vro-Iwerzhon.
1- Altan – Bacach Shil Andai
2- The Pogues – Dirty Old Town
3- Pauline Scanlon – Deathrairin o mo chroi
4- James Vincent Mcmorrow – This Old Dark Machine
5- Danu – Ten Thousand Miles
6- The Dubliners – Whiskey in the jar