Hiziv, e-pad 30 munutenn e vo kontet pe adkontet deoc’h istor harz-labour un uzin vrudet amañ e Breizh, un harz-labour e Sant-Brieg, er bloavezh 1968.
Da lâret istor ar« Joint Français »hag en eus padet daou viz.
Bretoned voe a-gevret gant al labourerion ha dre an harz-labour-se e teu da vezañ unan eus ar bec’h sokial pouezus en istor politikel hag en emsav Breizh evit difenn an identelezh rannvroel.
Tag: istor
An Hippied
Evit abadenn an distro-skol 2021 eo bet dibabet kontañ deoc’h istor emsav ar blev-hir, an hippied rak sur, oc’h bet o riboulat er festivalioù en-dro e-pad an Hañv ! Deus pelec’h e teu an emsav-se ? Perak eo bet (hag emañ c’hoazh) ken brudet er Bed a-bezh ?
Ha dreist-holl petra a chom deus ar soñjoù-se. Hag evel-just e vo selaouet ouzh tonioù sonerezh ar mareoù-se.
Deomp de’i neuze !
Ar Merc’hed en Istor Bras 2
Soñj ‘peus, warlene oa kinniget deoc’h un abadenn diwar-benn Merc’hed en Istor Bras. Evel-just ouzhpenn un abadenn e oa ret din skignañ. Setu neuze an eil !
En 8vet abadenn e vo kaoz eus Sayyida al-Hurra, rouanez ha laeronez-vor er Marok, Rachel Carson, biologourez deus ar Stadoù-Unanet hag a voe an hini gentañ ‘noa lâret e oa dañjerus al louzoù-amprevaned, hag evit echuiñ, ur plac’h a orin deus ar vro : Joséphine Pencalet, deus Douarnenez, ar vaouez gentañ a voe dilennet e Frañs. War-sav merc’hed neuze !
Arzoù-straed Bro-Iwerzhon an Norzh
En abadenn-mañ e vo kaoz eus un arz kavet er-maez, e straedoù Norzh Iwerzhon, da lâret eo ar mogerioù livet, the murals e saozneg. Ha degemeret e vo Marianne a gomzo deomp eus ul levr, an istor a dremen e Norzh Iwerzhon e-pad ar bec’h hag a blij kalz dezhi : Mon traître skrivet gant ar c’hazetenner Sorj Chalandon.
Degemer mat e Bro-Iwerzhon neuze !