An dizingalded etre ar merc’hed hag ar baotred er skol gant Mathilde

An dizingalderioù etre ar merc’hed hag ar baotred a grog er skol.
Diwar studiadenn Edith Maruéjols, doktorez war an douaroniezh, e tispleg Mathilde deomp implij ar porzhioù-skol kentañ derez gant ar vugale.
Ar baotred a c’hoari mell-droad e-kreiz hag ar merc’hed a chom war ar bordoù.
Hervez Mathilde eo pouezus en em soñjal war an dra-se rak ar porzh-skol a zo al lec’h foran kentañ ma vez darempredet gant ar vugale.

 

Pellgargañ

Plas ar maouezed war leurennoù Breizh gant Anne-Gaelle Ardiet

Muioc’h-mui e vez lakaet ar gaoz war an ingalded etre ar merc’hed hag ar baotred, ha gwell aze ! Met labour a chom c’hoazh. E bed ar sonerezh da skouer n’eo ket kevelet ar merc’hed hag ar baotred war al leurennoù.

Anne-Gaelle ‘deus bet c’hoant da ziskouez dre ur gronikenn pegen skañv e oa an niver a vaouezed war leurennoù ar vro.
Diwar skouerioù ha sifroù kavet ganti en hec’h enklaskoù e tispleg deomp na ral e vez klevout merc’hed o seniñ dreist-holl.
Festoù-noz, sonadegoù met ivez er bagadoù n’eus ket kalz a vaouezed anvet da benn sonerez c’hoazh.

Pellgargañ

Atersadenn Tara Adeux : Disto-skol Kentelioù an Noz

Tara Adeux ‘zo kenurzhierez ar gevredigezh Kentelioù an Noz. Tremenet eo ouzh mikro Marianne Vaidie da gontañ deomp penaos e vo an distro d’ar c’hentelioù brezhonek evit an dud deuet. Kinnig a ra deomp an obererezhioù nevez a vo lakaet pe adlakaet e plas ar bloaz-mañ.
A-benn dilun, d’an 21 a viz Gwengolo 2020, e vo dalc’het un emvod distro e kreizenn Yezhoù ha Sevenadur. Evit ma c’hello an dud lakaat o anvioù pe en em ditouriñ war mont en-dro ar gevredigezh.

 

 

 

Pellgargañ