Ar priñs na felle ket dezhañ eus ur vaouez niaset
Ur priñs, chaseour ampart, ne fell ket dezhañ eus ur vaouez niaset (arasklet) evel merc’hed e gêriadenn. Un deiz e teu eus ar strouezh un estrañjourez he c’hroc’hen flour. Taol skoaz ar ginarou.
Sabounyouma a ziviz ober e bark eus ur strouezhenn a oa d’ar ginaryi, tudennoù hud kornog Afrika. Skoazellet e vo ganto e kement a ray. Siwazh dezhañ !

oant da gerc’hat o levrig familh… Met unan divyezhek galleg / brezhoneg o doa goulennet kaout. Laouen e tle bezañ an dud yaouank gant an degemer en abeg ma oa ar wech kentañ da di-kêr Naoned lakaat embann paperioù ofisiel e brezhoneg. Marianne Vaidie a oa war al lec’h ivez da enrollañ soñjoù Brendan Guillouzic-Gouret. Un arouez eus ar c’hentañ eo ivez hervez Visant Roue anezhañ rener Pol Studi ha Diorren Ofis Publik Ar Brezhoneg.

