An arload Whatsapp a cheñcho e divizoù implij adalek an 8 a viz C’hwevrer ha se ne blij d’an holl implijerien·ezed.
Marianne Vaidie he deus klasket kompren gant Gwenn Meynier petra oa an afer-se.
Gwenn Meynier a ro deomp un nebeud tunioù / astusoù evit chom hep implij embregerezhioù bras an internet ha na zoujont ket atav ouzh buhez prevez an dud.
Nedeleg ha Gweltaz Foulon.
Ar gompagnunezh Aramis ‘zo ur gevredigezh hag a ginnig stajoù dañs evit an dud nammet hag ar re n’int ket. He fal, dizramaekaat selloù an dud war gwanderioù. Ouzhpenn aozañ atalieroù e kinnig Aramis stummañ animatourien·ezed, dezho da zeskiñ merañ an embregerezh korf gant an holl.

