Setu abadenn gentañ JABADAO ! En abadenn-radio nevez gouestlet d’ar muzik, Mouli a ginnig deoc’h beajiñ gantañ a-hed hentoù-
don ar muzik, muzik a bep seurt a blij dezhañ. En abadenn gentañ-mañ e vo selaouet tonioù leun a heol ha karantez evit lidañ an hañv ! Klevet ‘vo muzik ar Stadoù-Unanet eus ar bloavezhioù 50 (Professor Longhair, Wanda Jackson, The Coasters), ar bloavezhioù 60 (Nancy Sinatra & Lee Hazlewood), deus ar bloavezhioù 70 (Allman Brothers Band), un TUB ska mil-vrudet (Millie Small), un ton dibosupl da glasañ gant ur paotr eus an enezeien Bahamas (Exuma), ur c’haneur eus an Indez (Mohamed Rafi), Calypso (Harry Belafonte, Lionel Belasco), Surf music (The Chantays), Rock psyché (Choc, The Psychotics) ha Rock a Vro-Iwerzhon (Van Morrison) evit echuiñ.
Da glevet en abadenn :
PROFESSOR LONGHAIR – Going to the Mardi Gras
WANDA JACKSON – Let’s have a party
MILLIE SMALL – My Bop Lollipop
HARRY BELAFONTE – Jump in the line
LIONEL BELASCO – Miranda
EXUMA – Dambala
MOHAMED RAFI – Jaan pehechan ho
ALLMAN BROTHERS BAND – One way out
NANCY SINATRA & LEE HAZLEWOOD – Summer wine
THE COASTERS – Down in Mexico
THE CHANTAYS – Pipeline
CHOC – I want you to be my girl
THE PSYCHOTICS – If you believe me, don’t
VAN MORRISON – The way young lovers do
yec’hed nevez ? Laurie Le Brouster, a-youl vat evit Radio Naoned, ‘deus mouchet he genou gant ur maskl, tapet he sonenroller ganti ha bet eo o kavout Gwenole war e lec’h labour. Laurie ‘deus goulennet gant Gwenole penaos e oa bet cheñchet e vuhez vicherel abaoe un nebeud mizioù.
gant al lec’hanvadurezh. Kaset ‘neus da benn ul labour enklask war an anvioù lec’h e Bro-Naoned dre forzh studiañ ar c’hadastroù kozh ‘neus kavet roudoù yezh e-leizh un tamm pep-lec’h el Liger-Atlantel. Peadra da ziskouez ‘zo bet komzet brezhoneg amañ, ha da embann ul levr zoken “Noms de lieux bretons du Pays Nantais”. Deuet eo neuze da gontañ da Varianne munudoù e labour prizius.

