Demat deoc’h holl selaouerien Radio KerneNaoned. Amañ Laorañs gant an abadenn e selaouit pizh bep Yaou pe bep Sul pa ne oarit ket petra ober pa n’emañ ket brav an amzer er-maez, an abadenn Flik-ha-Folk, hoc’h abadenn sonerezh blues, bluegrass ha folk !
An Diskar-Amzer a zo erruet, an Hañv ne vo ket pell, neuze eo poent distreiñ dindan ar plaidoù, evañ un tasad chokolad gant laezh ha selaou sonerezh ha tonioù a-feson.
Evit en 11vet abadenn e vo kinniget deoc’h ur meskaj deus un tamm pep lec’h.
Prest da veajiñ e Bed ar folk, ar blues pe ar bluegrass ? Digoret eo ho tivskouarn ? Deomp de’i neuze !
Tag: Laurence Garcia
Istor ar Joint Français e Sant-Brieg
Hiziv, e-pad 30 munutenn e vo kontet pe adkontet deoc’h istor harz-labour un uzin vrudet amañ e Breizh, un harz-labour e Sant-Brieg, er bloavezh 1968.
Da lâret istor ar« Joint Français »hag en eus padet daou viz.
Bretoned voe a-gevret gant al labourerion ha dre an harz-labour-se e teu da vezañ unan eus ar bec’h sokial pouezus en istor politikel hag en emsav Breizh evit difenn an identelezh rannvroel.
Flik ha Folk #10
Spi ‘m eus e oa brav an Hañv hag ar vakañsoù ganeoc’h. Echu rouzañ dindan an heol ; poent eo distreiñ d’ar vuhez !
Hag evel-just adkregiñ selaou ouzh ho abadenn sonerezh blues, bluegrass ha folk, an abadenn« Flik ha folk »!
Hiziv e vo mesket a bep seurt tonioù a-benn dihuniñ ho pennoù, hanter-gousket gant an ehan hir-se. Un abadenn gouestlet dreist-holl da Vro-Amerika.
Ma ya, estreget traoù nul a zo er Stadoù-Unanet evel Trump pe ar boued-fall.
Bout zo ivez ar folk hag ar blues !
Prest da veajiñ e Bed ar sonerezhioù-se ? Digoret eo ho tivskouarn ?
Deomp de’i neuze !
An Hippied
Evit abadenn an distro-skol 2021 eo bet dibabet kontañ deoc’h istor emsav ar blev-hir, an hippied rak sur, oc’h bet o riboulat er festivalioù en-dro e-pad an Hañv ! Deus pelec’h e teu an emsav-se ? Perak eo bet (hag emañ c’hoazh) ken brudet er Bed a-bezh ?
Ha dreist-holl petra a chom deus ar soñjoù-se. Hag evel-just e vo selaouet ouzh tonioù sonerezh ar mareoù-se.
Deomp de’i neuze !