Setu hoc’h abadenn muiañ karet, evel-just, Flik-ha-Folk war Radio Naoned, an abadenn diwar-benn ar sonerezh folk, blues ha Bluegrass. Ha na plijus eo selaou ouzh sonerezh pa n’haller ket mont da riboulat er sonadegoù pe er gouelioù-meur !
Hiziv, evit an 9vet abadenn e vo beajet er Stadoù-Unanet, e Bro-Ganada, e Bro-Saoz hag amañ e Breizh, e Liger-Atlantel. Ha selaouet ‘vo ouzh un tamm soul evit ur wech !
Prest da veajiñ ? Digoret eo ho tivskouarn ? Deomp de’i neuze !
Tag: Laurence
Ar Merc’hed en Istor Bras 2
Soñj ‘peus, warlene oa kinniget deoc’h un abadenn diwar-benn Merc’hed en Istor Bras. Evel-just ouzhpenn un abadenn e oa ret din skignañ. Setu neuze an eil !
En 8vet abadenn e vo kaoz eus Sayyida al-Hurra, rouanez ha laeronez-vor er Marok, Rachel Carson, biologourez deus ar Stadoù-Unanet hag a voe an hini gentañ ‘noa lâret e oa dañjerus al louzoù-amprevaned, hag evit echuiñ, ur plac’h a orin deus ar vro : Joséphine Pencalet, deus Douarnenez, ar vaouez gentañ a voe dilennet e Frañs. War-sav merc’hed neuze !
Flik ha Folk #8
Kozh ha yaouank, bras ha bihan, bloavezh mat deoc’h a reketan : labour didorr, boued tomm ha poazh, kig-ha-farz a grabadennoù, a-hed ar vuhez kalon laouen ha dreist-holl ma vo eürus ho planedenn !
Prometet ‘moa, abaoe pell, d’am flac’h Madalenn, 12 bloaz, lakaat tonioù a blij dezhi. Ma, neuze, evit kregiñ ar bloavezh nevez e vo selaouet ouzh tonioù a bep seurt dibabet ganti. Un tamm rockoc’h e vo neuze !
Ma, evit poent, aze’it en ho kador rodek muiañ karet. Prest ho tivskouarn ? Deomp de’i neuze evit abadenn Madalenn !
Istor gwir an tad-Nedeleg
En abadenn-se, evit fin ar sapre bloavezh-se brein-tre hag evit lidañ unan nevez hag a vo gwelloc’h ‘michañs, e vo kaoz eus istor gwir an Tad-Nedeleg, istor kala-bloaz (deiz kentañ ar bloaz) hag echuet ‘vo gant uR souezhadenn vihan. Degemeret ‘vo ivez Marianne a gomzo deomp deus gwastell ar Rouaned.