– Atersadenn Luz Leon diwar-benn ur stal arzourezed nevez anvet ar roudenneg ruz pe Le Zèbre Rouge staliet e Magouer.
– Desaver Buzhug : Peseurt ostilhoù implij evit liorzhañ.
– Benoît Lardière eus ar strollad Denoan.
– Strolladoù al Label Black Lilith Record : Roxane
Brendan Budok Durand-Le Ludec en deus krouet ur strollad echedoù e brezhoneg war Facebook hag ur chadenn Youtube evit reiñ un nebeud kentelioù evit ar re a fell dezho deskiñ. Gall a reoc’h ivez selaou ouzh Brendan o tielfennañ partiennoù evel hini Ian Nepomniachtchi a-enep Kirill Alekseenko, c’hoarierien a vicher.
Kaoz e vo ivez eus ar merc’hed e-barzh bed an echedoù hag an heuliad tele The Queen’s Gambit en eus graet berzh en diskar-amzer 2020.
An davarn gevredigezhel Le Petit R a zo staliet e Sant-Ervlan. Laure ha Tiphaine, izili ar c’huzul-merañ, o deus displeget hiroc’h da Varianne.
Ouzhpenn evañ ur banne kafe pe chug-avaloù e c’heller ivez kemer-perzh d’an darvoudoù aozet gant ar gevredigezh.
Atalieroù a bep seurt a zo kinniget ganto ha lakaat a reont ivez ar stalioù lec’hel de gemer perzh.
Ur raktres brav evit krouiñ liammoù gant an holl, tud ar c’harter pe c’hoazh annezidi Goueled Antr ha Koeron.
Lec’hiet etre Frozieg (Frossay) ha Sant-Widel-Skovrid (Saint-Viaud), ar C’harned (Le Carnet) a zo un dachenn hag a zo bet dibabet gant porzh Naoned-Sant-Nazer evit sevel ul lec’h eko-teknologel war 110 hektarad ha 51 hektarad a takad-gleborek en o zouez.
A-enep ar raktres ar strollegezh Stop Carnet a zo o stourm dibaoe ar penn-kentañ o aozan manifestadegoù pe darvoudoù a bep seurt.
Stourmerien ha stourmerezed o deus divizet d’en em staliañ war al lec’h ha sevel ur Zad.
Kazarn en eus kemeret perzh, displeg a ra hiroc’h da Marianne Vaidie.