Un tad o vervel a ro d’e zaou vab alioù mat da ren o buhez gant furnez. Unan a ziviz mont war e studioù, an all a vev didrabas o lipat
banneoù hag o c’hoari. Gant piv emañ ar gwir ?
Un tad o vervel a ro d’e zaou vab alioù mat da ren o buhez gant furnez. Unan a ziviz mont war e studioù, an all a vev didrabas o lipat
banneoù hag o c’hoari. Gant piv emañ ar gwir ?
Maiwenn Raynaudon-Kerzhero a zo eil penn-redaktourez ar gelaouenn Bretons.
Embannet he deus e miz Kerzu ul levr anvet “Kenavo ? Petites choses amusantes et étonnantes sur la langue bretonne et les bretons”.
N’eo ket ul levr evit deskiñ brezhoneg met kentoc’h evit kompren ar yezh ha reizhañ mennozhioù pe raksoñjoù diwar-benn Breizh pe c’hoazh istor ar vro hag he sevenadur.
En abadenn-mañ e vo kaoz eus un arz kavet er-maez, e straedoù Norzh Iwerzhon, da lâret eo ar mogerioù livet, the murals e saozneg. Ha degemeret e vo Marianne a gomzo deomp eus ul levr, an istor a dremen e Norzh Iwerzhon e-pad ar bec’h hag a blij kalz dezhi : Mon traître skrivet gant ar c’hazetenner Sorj Chalandon.
Degemer mat e Bro-Iwerzhon neuze !