– Atersadenn Tara Adeux, kenurzhierez ha Liza Jakez-Vargas kelennerez war ar brezhoneg er gevredigezh Kentelioù an Noz diwar-benn ar staj hañv kenaozet gant Skol an Emsav.
– Ar gronikenn Labous Web.
– Kristin David bet kelennerez war ar brezhoneg e toull-bac’h Naoned etre 2011 ha 2015 a zo ganeomp ar sizhun-mañ evit an heuliadenn.
– Strollad a vro Roazhon ar sizhun-mañ : Cut The Alligator.
– Atersadenn Liza Jakez-Vargas diwar-benn raktresoù ar gevredigezh Toumpi arc’hantaouet gant ar Redadeg.
– Ar gronikenn Ouzhpenn ar vretoned ‘zo.
– Heuliadenn ar sizhun : Kristin David bet kelennerez war ar brezhoneg e toull-bac’h Naoned.
– Strollad ar sizhun : ar c’haner Victor Solf.
Ur gronikenn kinniget bep Yaou gant Liza Jakez-Vargas.
“Penn-kil-ha-troad” ar gronikenn gant ur penn hag ul lost ! Deskit geriaoueg lies ha dic’hortoz savet diwar lodennoù ar c’horf gant un heuliad sizhuniek.
Notenn : Puilh eo an niver a droioù-lavar ha keñveriadennoù liammet ouzh ar c’horf e brezhoneg. Ne oa ket plas evit lakaat anezho holl er gronikenn siwazh ! Bezit fri-furch ha digorit ho keriadurioù muiañ-karet neuze !