– Atersadenn Anais Skornet eus ar gevredigezh Mignoned ar brezhoneg diwar-benn ur voest ositlhoù savet gant ar gevredigezh evit sikour ar stalioù d’ober gant ar brezhoneg. Ha Malo Bouessel-Dubourg, rener Produet e Breizh a vo klevet ivez. Displeg a raio deomp penaos n’eo ket boaziet ar Frañsizien da gaout etiketennoù divyezhek war ar produioù prenet ganto. Un atersadenn graet gant Tunvezh Wlagen-Grandjean eus Radio Kerne.
– Ar gronikenn Desaver Buzhug.
– Ul lodenn all da glevet gant Damaris Merlet bet eil renerez skolaj Diwan al Liger-Atlantel.
– An ton Quand la ville dort gant ar strollad Niagara.