Tud bugale Diwan Sant-Ervlan asambles gant dilennidi, dilennadezed ha tud all tost o c’halon ouzh ar brezhoneg oa bet en em vodet dirak rektordi akademiezh Naoned. Ar pal goulenn ma vo kevratet skol Diwan Sant-Ervlan an abretañ ar gwellañ. En o zouez e oa Tangi Louarn deuet da Naoned e anv Kevre Breizh. Displegañ a ra pegen direizh eo stad an traoù.
Xavier Grimault zo tad er skol ha perzh eus skipailh BEV : Brezhoneg Evit ar Vugale, ar c’huzul skoazell a glask rastellat arc’hant evit lakaat ar skol da vont en-dro. Testeni a ra d’an diaesterioù arc’hant liammet eus ar fed ne vije ket paeet ar skodenn-skol.
Ur skipailh dileuridi ha dileuriadezed a oa sañset bezañ degemeret gant Rektor Naoned. Gireg Ar Gevel skolaer ha rener skol Diwan Sant-Ervlan a lâr hiroc’h deomp eus disoc’h an emgav-mañ.
Tag: Manifestation
Atersadenn Tangi Manac’h : Kevratiñ skol Diwan Sant-Ervlan
Unan eus ar re o doa lañset ar raktres skol Diwan e Sant-Ervlan eo Tangi Manac’h. D’ar c’hentañ a viz Gwengolo 2020 e lide ar skol-mañ he fempvet distro-skol. Un dalc’h a zo koulskoude, n’eo ket kevratet c’hoazh ! Un diouer a arc’hant eo peogwir n’hall ket bezañ goulennet ar skodenn-skol digant ar c’humunioù. Diwan Breizh ‘ni eo a rank paeañ ar skolaerien·ezed neuze !
A unvouezh e galv tud bugale Diwan koulz ha rouedad Diwan Breizh da vont da vanifestiñ dirak rektordi Naoned d’an 23 a viz Gwengolo da 5 eur d’abardaez.
Deuet eo Tangi Manac’h da gontañ deomp istor krouidigezh ar skol hag an diaesterioù arc’hant pe melestradurel. Emañ ouzh mikro Marianne Vaidie.