Per Morvan zo bet tapet gantañ ar priz kentañ er rummad brezhoneger pe brezhonegerez ar bloaz. Loreet e oa bet miz zo gant Ofis Publik Ar Brezhoneg ha Frañs 3 Breizh. Ganeomp emañ hiriv. Kelenner
war ar brezhoneg e Skol an Emsav e Roazhon hag ezel ar gevredigezh an Drouizig emañ.
Paotr e urzhiataer a zispleg deomp hiroc’h diwar-benn al labour a ra war tachenn ar stlenneg.

Ar gompagnunezh Aramis ‘zo ur gevredigezh hag a ginnig stajoù dañs evit an dud nammet hag ar re n’int ket. He fal, dizramaekaat selloù an dud war gwanderioù. Ouzhpenn aozañ atalieroù e kinnig Aramis stummañ animatourien·ezed, dezho da zeskiñ merañ an embregerezh korf gant an holl.
gant ar skolajidi hag ar skolajadezed.
