Ar bloaz-mañ ‘vo kentelioù brezhoneg e Sant-Stefan-Brengoloù ! Ar c’hevredigezhioù kentelioù an Noz hag Egin o deus labouret a-gevret evit digeriñ ur strollad live deraouidi er gumun.
Pascal Henry ‘zo deuet da gaozeal ouzh mikro Marianne, deomp da c’hoût un tamm hiroc’h war ar raktres-se.
Gireg Ar Gevel ‘zo rener ha skolaer e Skol Diwan Sant-Ervlan. Deuet eo da doullañ kaoz gant Marianne e studio Radio Naoned. Lakaat a ra ac’hanomp d’ober anaoudegezh gant ar skol ma labour enni ha da gompren ivez petra eo ar vicher skolaer. Klevet ‘vo e soñj diwar-benn ar brezhoneg, ar yezh m’eo bet eñ desavet ganti.
Un eurvezh hanter asambles gant Gael Roblin ha Brendan Guillouzic-Gouret evit dielfennañ disoc’h sontadeg Dibab – UR SONTADEG EVIT BREIZH !
Adunaniñ, demokratelezh ha referendom, galloudoù lec’hel ha gwir da zivizout e Breizh… Gael ha Brendan a zispleg deomp dre ar munut penaos ha perak he deus bet c’hoant ar gevredigezh Dibab atersiñ ar Vretoned hag ar bretonezed.
Klevet e vo ivez Tifenn Merien Prezidantez DIBAB ha Lena Louarn Bez-Prezidantez Rannvro Breizh.
Un abadenn lusket gant Marianne Vaidie ha Melaine Looten e studio Radio Naoned.