Gwenaelle Bizien ‘zo skolaerez e Diwan Naoned, sot gant ar bageal-dre-lien eo ivez. Anat e oa dezhi neuze e vije bet lakaet ar gaoz
war ar Vendée Globe gant bugale he c’hlasad ! Asambles gant tad ur bugel o deus darempredet gant ar Skipper Louis Burton ha divizet krouiñ ur c’henlabour. Ar re vras hag ar re CP a c’hello neuze heuliañ ar redadeg war vor, met ivez, ober anaoudegezh gant geriaoueg ar mor, al loened dour, ar bigi…
Marianne Vaidie zo bet o toullañ kaoz gant Gwenaelle Bizien. Ha klasket he deus gouzout un tamm hiroc’h war munudoù ar c’henlabour-se.
aozerien·ezed ar Redadeg da ampellat darvoud 2020 da 2021. Redet e vo e 2021 hag e 2022 ? Penaos en em denn an dud a-youl vat gant ar skoilhoù dic’hortoz-se ?
saozneg. Ha degemeret e vo Marianne a gomzo deomp eus ul levr, an istor a dremen e Norzh Iwerzhon e-pad ar bec’h hag a blij kalz dezhi : Mon traître skrivet gant ar c’hazetenner Sorj Chalandon.
boued ha roet digoust d’an neb ‘nije ezhomm. Evit ma vo padus an intrudu o deus ezhomm tud ar c’henstroll donezonoù boued met ivez maskloù pe testenioù dilec’hiañ. Mael zo bet o reiñ dorn er soubennoù kengred, lavarout a ra da Varianne Vaidie ar perak hag ar penaos eo bet krouet ar strollad-mañ.
