Tredeidi ha tredeadezed skolaj Diwan Sant-Ervlan o deus bet ar chañs da gemer perzh en ur staj rap kaset da benn gant Lukaz
Nedeleg ha Gweltaz Foulon.
Tri frantad o deus bet evit skrivañ ar paozioù ha krouiñ ar sonerezh.
Enrollet o deus disoc’h o labour e studio Radio Naoned.
Klevout a rimp Yuna hag Appoline, skolajiadezed e klas trede ha Lukaz Nedeleg ha Gweltaz Foulon o deus graet war-dro luskañ ar staj.
Ma fell deoc’h kinnig stajoù rap kit e darempred gant Strollad La Obra : http://laobrabzh.blogspot.com/
Pe dre Facebook : https://www.facebook.com/Strolladlaobra
gevredigezh Rien qu’un chromosome en + ! Displegañ a ra deomp petra a ra ar gevredigezh evit skoazell an dud o deus bugale trizomek. Ur sikour melestradurel, alioù fur, met dreist-holl e sikour ar gevredigezh an darempredoù etre tud ar vugale, dezho da eskemm asambles war an diaesterioù hag ar perzhioù mat. Sed aze eskemmoù a-bouez !
