Evit mizvezh ar brezhoneg hon eus pedet Garlonn da zont. N’eo ket dianveet hec’h anv ganeoc’h rak tro poa bet d’ober anaoudegezh ganti war leurenn an taol lañs aozet e Langoned da-genver Gouel Broadel ar brezhoneg e miz Gouere.
Deuet eo eus Brest evit kinnig deomp an tonioù he deus kompozet. Ganti war he chouk chakod e gitar akoustek, e koufr an oto un’ brasoc’h c’hoazh … Hini an delenn, ar benveg bras a lakao he c’herdin da zasonin e studio Radio Naoned.
Garlonn a zo 21 bloaz. Kroget eo gant ar sonerezh da 6 vloaz ha da ganan ha skrivan kanaouennoù tro d’he 16 vloaz. Gouest eo d’ober gant meur a venveg : Fleüt treuz klasel, fleüt treuz iwerzhonad, traverso, telenn ha gitar.
He fal : treuzkas deoc’h he bed sonerezh ha splujan ho tivskouarn e-barzh pozioù he c’hanaouennoù.
Tag: Melaine Looten
Teoran e live
Teoran a dalv harzoù e gouezeleg Iwerzon. Da gentañ tout eo Teoran ur gejadenn, un istor mignoniezh, un istor familh zoken. Kejadenn tri soner a Vro-Glison : Mathieu Jutel paotr e c’hitar bout, Erik Kemp kaner ha soner gitar anezhañ ha Babasse azezet war e gefig koad da reiñ lusk d’an tonioù, gant e gajòn !
Ha pa vefe tonioù adtapet pe kompozet ganto, kanaouennoù Eric a gont e istor : e vuhez kent e Belfast hag ar stourm a-enep d’ar Saozon, ar c’hleñved, ar beajoù war vag a-hed ar stêrioù. Abaoe 4 bloaz bremañ e vez levezonet Bro-Naoned gant Teoran hag e sonioù a Vro-Iwerzhon. Eus o c’hav pleustriñ e Klison da ganol Naoned Brest bageet war-vourzh ur gobar e oant chomet a-sav e Gwenvenez-Penfaou e 2019 da zigeriñ festival Cours et Jardin. En un davarn ha n’haller ket tremen e-biou. An Tempo.
Jean-Charles Guichen e Live
Jean-Charles Guichen en doa komañset da skrabañ kerdin e c’hitar pa oa 6 vloaz. Sonet ‘neus war leurennoù brasañ ar vro : Yaouank, an Erer Kozh… Ha gant ar re vrudetañ ivez Jacques Pellen, Alan Stivell, Denez Prigent… Goude bezan bet sonet e strolladoù Ar Re Yaouank, Bran, Guichen Quartet, PSG (Pellen, Siberil, Guichen), Breudeur Guichen (asambles gant e vreur Frederic), e krog Jean-Charles Guichen gant ur red-micher solo ! Embann a ra peder fladenn : Chadenn Denel, Elipsenn, Breizh an Ankou ha Braz. Braz Live setu an tonioù kinniget gant Jean-Charles Guichen en abadenn Naoned e Live !
Lec’hienn internet : https://jcguichen.com/
Facebook : https://www.facebook.com/jcguichen
Twitter : https://twitter.com/JCGUICHEN
Instagram : https://www.instagram.com/jeancharlesguichen/
VIPÈRE E LIVE
Un eurvezh a sonadeg gant ar strollad Vipère :
O kammdreiñ hag oc’h en em silañ etre rock ha kanaouennoù e vinim ar strollad Vipère e sonerezh gant barzhoniezh, fent ha fulor. Gwagenniñ a ra etre kerdin ur violoñs, ur gourbiolin, ur gitar hag ur vouezh ha treiñ trumm d’un triad kanaouennoù binimus. A orin eus Naoned, izili gozh ar strollad Rivari’Cha Vincent Pierre ha Xavier Chapron, o deus degemeret Victor Le Coze. Int o-zri asambles dindan arouez ha lagad an naer. Lakaat a reont luskoù ha levezonioù liesseurt a-gevret, gant ur stil dibar ha reptilian.
Lec’hienn internet : https://www.vipere-musique.fr/
Facebook : https://www.facebook.com/vinzvipere/
Bandcamp : https://vipereduo.bandcamp.com/