An Arvar Fanzine a zo ur Fanzine diwar-benn ar sonerezh tost deus ar sevenadur Skin / Reggae / Punk dreist-holl.
Snoopy Snoop a zo a-dreñv ar Fanzine met n’emañ ket e-unan evel-just, e c’hoar hag e dad a gemer perzh ivez. Ur bern rubrikoù a vez kavet e-barzh, atersadennoù, kronikoù, rekipeoù pe c’hoazh Fotonovela da skouer.
Ouzhpenn da-se, ar Fanzine a zo skrivet e divyezhek – Brezhoneg/Galleg –
Naonedadez, Zevka a grog gant ar miks er bloavezhioù 2000.
Sot gant ar groove, deus ar beats flour betek ar beats lemm, profañ a ra d’he fublik un dibab deus ar c’hentañ pinvidik ha personel da vat, o cheñch atav.
Emskiant deus ar sonerezh, deus ar fromadennoù, lakaat a raio ho kalon da lammat fonnusoc’h-fonnusañ rak plij’ a ra dezhi c’hoari gant ar boudennoù.
Arnodiñ a ra bepred ar stiloù sonerezh en ur implij ar sonerezh elektro, House, Afro Beat pe c’hoazh an tekno… Evit kontañ deoc’h hec’h istor evit un arnod sonerezh dancefloor da vat. Diaes e vo deoc’h lakaat un anv d’he stil sonerezh, kelaouet oc’h !
Deomp dezhi war ribouloù poultrennet dezerzh Amerika an Norzh pe e lec’h all, gant strolladoù Punk eus Oregon (WIPERS, ARCTIC FLOWERS, LAVENDER FLUE), dark post punk eus Bay Area (OTZI), un klasel eus ar 50s (LINK WRAY), rock neanter ar 60s (THE FUGS), muzik ar bloavezhioù 90 (FAITH NO MORE), punk a Vro-Saoz ( SWELL MAPS, THE NOW), rock eus Finland (22 PISTEPIRKKO), punk ar skwatoù Belgia (ULRIKE’S DREAM), hag un ton gant Joe Strummer an hini.
Da glevet en abadenn :
ARTIC FLOWERS – Magdalene
22 PISTEPIRKKO – Sad Lake City
ADAM GUSSOW – Crossroads blues
LINK WRAY – Rumble
OTZI – Ballad of Oiwa
COLTER WALL – Sleeping on the Blacktop
FAITH NO MORE – The grade
SWELL MAPS – New York
THE HANDSOME FAMILY – Far from any road
THE NOW – Into the Eighties
LAVENDER FLUE – Reverse Lives
THE FUGS – Nothing
WIPERS – Nothing left to loose
ULRIKES DREAM – Kraken Gaat Door
JOE STRUMMER & THE MESCALLEROS – Burning Lights
Ar gompagnunezh Aramis ‘zo ur gevredigezh hag a ginnig stajoù dañs evit an dud nammet hag ar re n’int ket. He fal, dizramaekaat selloù an dud war gwanderioù. Ouzhpenn aozañ atalieroù e kinnig Aramis stummañ animatourien·ezed, dezho da zeskiñ merañ an embregerezh korf gant an holl.
Marianne he deus bet c’hoant gouzout un tamm muioc’h diwar o fenn. Kontañ a ra pep tra deomp diwar-benn ar gevredigezh Aramis.