An OSH (Office des Sports Herblinois) zo ur gevredigezh. Ober a ra war-dro kevreañ ha kenurzhiañ kluboù sport Sant-Ervlan
asambles gant an ti-kêr. Abaoe 13 vloaz e vez aozet un darvoud bras gant an OSH : ATLANTISPORT ENVIRONNEMENT ! Ur sulvezh gouestlet d’ar sport, d’ar redadegoù war droad, war varc’h-houarn, war botoù-ruilh… Digor eo d’an holl d’an dud yac’h koulz ha d’an dud nammet dre an obererezhioù handisport. Marianne he deus klasket gouzout un tamm hiroc’h diwar-benn ar gevredigezh gant he frezidant Etienne Pauvert.
Unan eus ar re o doa lañset ar raktres skol Diwan e Sant-Ervlan eo Tangi Manac’h. D’ar c’hentañ a viz Gwengolo 2020 e lide ar skol-mañ he fempvet distro-skol. Un dalc’h a zo koulskoude, n’eo ket kevratet c’hoazh ! Un diouer a arc’hant eo peogwir n’hall ket bezañ goulennet ar skodenn-skol digant ar c’humunioù. Diwan Breizh ‘ni eo a rank paeañ ar skolaerien·ezed neuze !
Bep bloaz e kinnig kreizenn Yezhoù ha Sevenadur darvoudoù sevenadurel. Diskouezadegoù, prezegennoù, lid-embann ul levr pe ur bladenn… Klok eo programm emglev bro Liger-Atlantel.
en-dro gant e labour aozañ, renabliñ ha brudañ darvoudoù sevenadurel e Bro-Naoned. En em gavet eo Alixia ouzh mikro Marianne Vaidie, lakaat a reont ar gaoz war distro an obererezhioù hag an diaesterioù liammet d’an enkadenn yec’hed.
