Un tad o vervel a ro d’e zaou vab alioù mat da ren o buhez gant furnez. Unan a ziviz mont war e studioù, an all a vev didrabas o lipat
banneoù hag o c’hoari. Gant piv emañ ar gwir ?
Un tad o vervel a ro d’e zaou vab alioù mat da ren o buhez gant furnez. Unan a ziviz mont war e studioù, an all a vev didrabas o lipat
banneoù hag o c’hoari. Gant piv emañ ar gwir ?
Harperien ha harperezed feal an FC Naoned a zo dipitet bras gant stad ar c’hlub, ouzhpenn chom hep gwelet krogadoù abalamour d’ar c’hleñved-red.
Re zo re ! E miz Genver zo bet aozet manifestadegoù e-kerzh pleustradegoù ar re velen ha gwer evit goulenn groñs ma yafe kuit Waldemar Kita, perc’henn ha prezidant ar c’hlub abaoe 14 vloaz. Tamallet eo da gemer divizoù fall ha da vezañ re dost ouzh an arc’hant. Distruj a ra spered hag ene ar c’hlub hervez Steven Ion tremenet e studio Radio Naoned evit lavar deomp hiroc’h war stad ar re ganari a ziskenno marteze e Ligue 2 ar bloaz a zeu.
Léo Gefard-Michel a ra eus ar strollad tud en deus krouet ar GAEC ti-feurm « La Terre Ferme » staliet e kumun Skouvlant (La Regrippière) e-tal kichen Gwaled.
Er gronikenn-mañ e ro e alioù deomp evit labourat an douar pa vez trenk ha pri.
Per Morvan zo bet tapet gantañ ar priz kentañ er rummad brezhoneger pe brezhonegerez ar bloaz. Loreet e oa bet miz zo gant Ofis Publik Ar Brezhoneg ha Frañs 3 Breizh. Ganeomp emañ hiriv. Kelenner war ar brezhoneg e Skol an Emsav e Roazhon hag ezel ar gevredigezh an Drouizig emañ.
Paotr e urzhiataer a zispleg deomp hiroc’h diwar-benn al labour a ra war tachenn ar stlenneg.