Tifenn Merien ha Brendan Guillouzic-Gouret zo bet en em gavet sizhun ‘zo asambles gant o merc’h Lupita e ti-kêr Naoned. Deuet e
oant da gerc’hat o levrig familh… Met unan divyezhek galleg / brezhoneg o doa goulennet kaout. Laouen e tle bezañ an dud yaouank gant an degemer en abeg ma oa ar wech kentañ da di-kêr Naoned lakaat embann paperioù ofisiel e brezhoneg. Marianne Vaidie a oa war al lec’h ivez da enrollañ soñjoù Brendan Guillouzic-Gouret. Un arouez eus ar c’hentañ eo ivez hervez Visant Roue anezhañ rener Pol Studi ha Diorren Ofis Publik Ar Brezhoneg.
c’hevredigezhioù ar vro a ra gant ar brezhoneg. Brezhoneg e Roazhon ‘noa kinniget un destenn d’an ti-kêr evit ma vo diorroet implij ar yezh er vuhez foran en dazont. Daoust d’an ti-kêr bezañ bet sinet ar garta-mañ n’eo ket bet tizhet an holl balioù c’hoazh !
Bac’het en ti, an abadenn gant Radio Kerne ha Radio Naoned.

