El Liger-Atlantel e kaver 136 AMAP. Un AMAP a zo ur gevredigezh a stourm evit ma chomfe bev ar beizanted hag ar broduerien
vihan. Evit en ober en em sav kontradoù war 6 miz pe bloaz etre produerien ha pratikoù. Da heul e teu ar pratikoù bep sizhun da gerc’hat o fanerad gant legumaj, fourmaj, bara, produioù a bep seurt. Bep Merc’her e vez adtapet boued gant ur c’hant bennak a Naonediz en AMAP de la manu. Bet omp bet oc’h ober anaoudegezh gant ar strollad a ver al lec’h.
Ur gronikenn gant Aziliz Peaudecerf.
bet ar savadur ganto e ruz ha staget outi boulomigoù krouget da aroueziañ ar sevenadur o vervel. Aozet e oa bet an darvoud-se dre ma oa bet kilet evit an teirvet gwech emvod kuzul broadel micherioù ar c’hoariva pe ar CNPS. Un emvod e lec’h ma oa sañset dont Roselyne Bachelot ministrez ar Sevenadur da dabutal gant an arzourien. Dre forzh huchal e oa deuet Marc Le Bourhis, rener al lec’h maez da eskemm gant an arzourien. Divizet eo bet ganto e teufe an aotroù Le Bourhis d’ar Gwener 30 a viz Ebrel d’an noz da dabutal er Graslin. Aziliz Peaudecerf e staj e Radio Naoned ar sizhun paseet ‘neus kaset he mikro ganti e teatr Graslin e Naoned. Klevet ‘vo Claire Oger.
