Adkroget ganti an abadenn gant Radio Naoned ha Radio Kerne.
Stummadurioù kelenn gant Yann-Fulup Dupuy ha Patricia Chorley-Heinot
Efed an enkadenn yec’hed er c’humunioù gant Henri Goardon, maer Goulien
Stummadur war ar brezhoneg evit an dud a vicher er c’hleweled gant Stephanie Coquillon, kenurzhierez pedagogel e Films en Bretagne.
An TDN a vez distummet gant ar spont
Keleier gant Erwan Blanchard
Tag: radio kerne
Flik ha Folk #4
Bep daou viz e vo lusket an abadenn-mañ gant Laorañs Garcia, a-youl vat e Radio Naoned !
Sonerezh folk, blues, blues grass kinniget gant mousc’hoarzh evit gwellañ plijadur ho tivskouarn !
1- Mamie Smith – Crazy Blues
2- Blind Lemmon Jefferson – Black Horse Blues
3- Muddy Waters – Hoochie Coochie Man
4- BB King – Sweet Sixteen
5- Colette Magny – Blues ras la trompe
6- Joanne Shaw Taylor – Mud Honey
Tri istor bihan
Ur paotr ‘zo desavet pell diouzh an dud gant e dad. Ar wezh kentañ ma ‘z a e kêr Firenze e wel ur bagad maouezed. Nag ur souezh ! Met petra eo se ?
Ur paotr a fell dezhañ mont da gaout an aeled evit bezan kelennet war Doue. Enkerzhet eo an dud a iliz. Penaos mirout outan da gas e vennozh da benn ?
Chu ‘zo kaset er bed all pa ne oa ket e dro. Adkaset eo d’ar gêr gant mestr ar bed all. Siwazh eo bet sebeliet e gorf. Petra ober ?
Marv bihan Liam O’Rooney
Liam ‘zo ur c’houer eus Bro-Iwerzhon ne glask ket pemp troad d’ar maout. Evel ma teu e teu. Neuze pa ginnig un den prenañ un donennad ed da briz uhelan marc’had Galiv ez a war-eeun d’al lec’h roet dezhañ. Aze e kej gant ur bagad paotredigoù seven ha labourant, met ar pezh a c’hoarvezo da heul ‘vo iskis memes tra.