Ma fell deoc’h mont da veajiñ ha gweladenniñ Belfast dreist-holl … David Le Bourhis a ginnig deoc’h ur gronikenn a sikouro ac’hanoc’h d’ober anaoudegezh gant kêrbenn norzh Bro-Iwerzhon.
Ma fell deoc’h mont da veajiñ ha gweladenniñ Belfast dreist-holl … David Le Bourhis a ginnig deoc’h ur gronikenn a sikouro ac’hanoc’h d’ober anaoudegezh gant kêrbenn norzh Bro-Iwerzhon.
Alies e kroger da gomz diwar-benn ar Vretoned p’en em gavont da Arvorig. Met un istor hir ‘zo bet a-raok. Alese ar goulenn-mañ : adalek pegoulz ez eus anv eus Breizh en istor ?
Ar bezhin glas, setu eus ‘pezh ‘vo kaoz er gronikenn-mañ.
N’eus ket pell ‘zo e oa bet embannet ur vandenn-dreset savet gant Pierre Van Hove ha skrivet gant ur gazetennerez dizalc’h, Inès Léraud, anvet “Algues vertes, Histoire interdite”. E-pad daou vloaz he deus enklasket Inès Léraud war an danvez-mañ : Penaos eo bet marvet an dud hag al loened war an traezh ? Deus pelec’h e teu ar bezhin-glas-se ? Perak ne ra kazi netra den ebet ? Ouzh kalz tud vut he deus kejet. Un afer rividik eo.
Diskoachañ Palez Bro-Gwinieg gant Kentelioù an Noz Gwinieg setu ar pezh he deus graet Brigitte ar Gov.
Hag evit he c’hronikenn gentañ he deus bet c’hoant kontañ deomp istor ar prederour / filozof Pierre Abelard ganet er Palez e 1079.