Gwenn’ zo anavezet mat gant selaouerien ha selaouerezed Radio Naoned evit e gronikenn Labous Web. Paotr an teknologiezhioù eo Gwenn ! Abaoe ur pennadig bremañ e implij ar rouedad Discord evit c’hoari en linenn, ha c’hoari e brezhoneg mar-plij. Estreget c’hoarioù-video brezel a vez kinniget. C’hoarioù strategiezh evel “Age Of Empire” a zo ivez. Met n’eo ket Discord un dra gouestlet d’ar “Gamers” hepken ! Div sizhun ‘zo e oa bet krouet ur “Saloñs” pe ur gaozeadenn evit ar re a fell dezho eskemm e brezhoneg dre gentelioù pe Chat.
Un intrudu a-feson hag a ra berzh da vare an dispell. 250 den zo bet koumanantet dija ! Gwenn ‘neus respontet da c’houlennoù Marianne Vaidie dre bellgomz.
dezhi.
greizenn stumman a zo e Breizh da zeskiñ brezhoneg. Ar vrezhonegerien hag ar brezhonegerezed a-vihanik a en em gav e bed al labour gant barregezhioù ouzhpenn, sur eo ! Disheñvel e c’hell bezañ evit an dud deuet o kregiñ ganti. En abeg da-se o deus bet c’hoant Maiwenn, Yuna ha Mila da atersiñ tud o teskiñ brezhoneg. Dezho da c’houzout hag-eñ eo diaes kemer un intrudu a-seurt ha dreist-holl… Penaos e tremen an traoù ur wech stummet ar re vras war ar brezhoneg.
Youn ha Solena. Petra eo mont en-dro ur vagouri ? Penaos e vez graet war-dro bugale ken bihan ? Ha koust a ra ker lakaat bugale en ur vagouri ?
