Ar gompagnunezh Aramis ‘zo ur gevredigezh hag a ginnig stajoù dañs evit an dud nammet hag ar re n’int ket. He fal, dizramaekaat selloù an dud war gwanderioù. Ouzhpenn aozañ atalieroù e kinnig Aramis stummañ animatourien·ezed, dezho da zeskiñ merañ an embregerezh korf gant an holl.
Marianne he deus bet c’hoant gouzout un tamm muioc’h diwar o fenn. Kontañ a ra pep tra deomp diwar-benn ar gevredigezh Aramis.
https://aramisdansehandicap.fr/les-ateliers/index.html
Poltred gant : Luc Bonaldi

gant ar skolajidi hag ar skolajadezed.
etre ar yenijenn, an tommder, an tizh hag ar gorregezh. Un doare tekno deep, da lâret eo don ha diempret gant ur groove dic’hortoz. Sonerezhioù an amzer-tremenet o taremprediñ gant sonerezhioù a-vremañ hag a lak ac’hanomp d’en em santout bev en un doare difin. Sonet he deus e gouel Astropolis, evit an darvoud Wet For Me e La machine du Moulin Rouge pe c’hoazh evit ar Made Festival e Roazhon. Deiziataet eo ivez e Naoned evit an darvoud Usées Coutumes, Lunacy, les gouters électroniques pe c’hoazh Sweatlodge.
