Cool kit arzourez disuj bed queer Bro-Naoned a oar sublimañ an doareoù sonerezh ha kendeuziñ anezho evit krouiñ he sonerezh
dezhi.
He setoù bouetet gant tonioù disco a ya da flourañ he zempoioù betek bezañ nec’hus a-wechoù. Stekiñ a ra al luskoù aheurtet hag ar sonennoù birvidik an eil ouzh ar re all en ur vorteks peurvat.
Cool Kit a zisamm energiezh ha diroll an dud gant nerzh arouezus he sonerezh. Ur bedadenn d’an diskar d’ar c’horfoù, da wallegezh ar bezañs hag an-unan.
Er fin e kouezh bepred ar vragerisoù ha pa n’eo ket he hini a zo kouezhet da gentañ.
greizenn stumman a zo e Breizh da zeskiñ brezhoneg. Ar vrezhonegerien hag ar brezhonegerezed a-vihanik a en em gav e bed al labour gant barregezhioù ouzhpenn, sur eo ! Disheñvel e c’hell bezañ evit an dud deuet o kregiñ ganti. En abeg da-se o deus bet c’hoant Maiwenn, Yuna ha Mila da atersiñ tud o teskiñ brezhoneg. Dezho da c’houzout hag-eñ eo diaes kemer un intrudu a-seurt ha dreist-holl… Penaos e tremen an traoù ur wech stummet ar re vras war ar brezhoneg.
Youn ha Solena. Petra eo mont en-dro ur vagouri ? Penaos e vez graet war-dro bugale ken bihan ? Ha koust a ra ker lakaat bugale en ur vagouri ?
divent. Ha posubl e vefe bevañ hep bezañ taget gant ar skeudennoù fiv-se ? Daoust hag-en eo mat gortoz a-raok plantañ ar vugale dirak ur skinwel, un urzhiataer, ur poellgomzer pe c’hoazh un dablezenn ?
