Ar bloaz-mañ ‘vo kentelioù brezhoneg e Sant-Stefan-Brengoloù ! Ar c’hevredigezhioù kentelioù an Noz hag Egin o deus labouret a-gevret evit digeriñ ur strollad live deraouidi er gumun.
Pascal Henry ‘zo deuet da gaozeal ouzh mikro Marianne, deomp da c’hoût un tamm hiroc’h war ar raktres-se.
Lakaat a ra ac’hanomp d’ober anaoudegezh gant ar skol ma labour enni ha da gompren ivez petra eo ar vicher skolaer. Klevet ‘vo e soñj diwar-benn ar brezhoneg, ar yezh m’eo bet eñ desavet ganti.

