Stajidi ha stajiadezed Roazhon o deus kemeret perzh ar bloaz-mañ er c’henlabour etre Radio Naoned ha Skol an Emsav. An disoc’h ? Teir abadenn savet penn-da-benn gant an deskarded ha deskardezed, kronikennoù, atersadennoù pe c’hoazh tutoioù enno. Un doare a-feson evito da zizoleiñ bed ar radio en ur ober. 
Un digarez eo bet ivez da eskemm gant brezhonegerien ha brezhonegerez Bro-Roazhon tro-dro sujedoù liesseurt.
Setu neuze abadenn Ninóg ha Stéphanie a ginnig deoc’h un abadenn diwar-benn ar vuhez sokial brezhonek e Roazhon.
Trugarez da Pascal Nignol ha Gwenvael Jéquel da vezañ respontet da atersadennoù an danvez kazetennerezed.
Sonerezh ar jenerik hag ar virgulenn zo bet savet ha sonet gant Miss Ninóg.

greizenn stumman a zo e Breizh da zeskiñ brezhoneg. Ar vrezhonegerien hag ar brezhonegerezed a-vihanik a en em gav e bed al labour gant barregezhioù ouzhpenn, sur eo ! Disheñvel e c’hell bezañ evit an dud deuet o kregiñ ganti. En abeg da-se o deus bet c’hoant Maiwenn, Yuna ha Mila da atersiñ tud o teskiñ brezhoneg. Dezho da c’houzout hag-eñ eo diaes kemer un intrudu a-seurt ha dreist-holl… Penaos e tremen an traoù ur wech stummet ar re vras war ar brezhoneg.
