– Atersadenn Emmanuelle Siohan e penn ar pol deskiñ e Skol an Emsav
– Ar gronikenn Diskouez din
– Heuliadenn ar sizhun diwar benn ar gevredigezh Yezhoù ha Yec’hed
– Ur strollad da welet er festival Pies Pala Pop

– Atersadenn Tara Adeux, kenurzhierez ha Liza Jakez-Vargas kelennerez war ar brezhoneg er gevredigezh Kentelioù an Noz diwar-benn ar staj hañv kenaozet gant Skol an Emsav.
– Ar gronikenn Labous Web.
– Kristin David bet kelennerez war ar brezhoneg e toull-bac’h Naoned etre 2011 ha 2015 a zo ganeomp ar sizhun-mañ evit an heuliadenn.
– Strollad a vro Roazhon ar sizhun-mañ : Cut The Alligator.
Stajidi ha stajiadezed Roazhon o deus kemeret perzh ar bloaz-mañ er c’henlabour etre Radio Naoned ha Skol an Emsav. An disoc’h ? Teir abadenn savet penn-da-benn gant an deskarded ha deskardezed, kronikennoù, atersadennoù pe c’hoazh tutoioù enno. Un doare a-feson evito da zizoleiñ bed ar radio en ur ober.
Un digarez eo bet ivez da eskemm gant brezhonegerien ha brezhonegerez Bro-Roazhon tro-dro sujedoù liesseurt.
Setu neuze abadenn Ninóg ha Stéphanie a ginnig deoc’h un abadenn diwar-benn ar vuhez sokial brezhonek e Roazhon.
Trugarez da Pascal Nignol ha Gwenvael Jéquel da vezañ respontet da atersadennoù an danvez kazetennerezed.
Sonerezh ar jenerik hag ar virgulenn zo bet savet ha sonet gant Miss Ninóg.
Stajidi ha stajiadezed Roazhon o deus kemeret perzh ar bloaz-mañ er c’henlabour etre Radio Naoned ha Skol an Emsav. An disoc’h ? Teir abadenn savet penn-da-benn gant an deskarded ha deskardezed, kronikennoù, atersadennoù pe c’hoazh tutoioù enno. Un doare a-feson evito da zizoleiñ bed ar radio en ur ober.
Un digarez eo bet ivez da eskemm gant brezhonegerien ha brezhonegerez Bro-Roazhon tro-dro sujedoù liesseurt.
Setu neuze abadenn Henri ha Marie-Claire a ginnig deoc’h un abadenn diwar-benn implij ar brezhoneg gant tud tremenet dre zDiwan.
Trugarez da Erell ha Tangi da vezañ respontet da atersadennoù an danvez kazetennerez ha kazetenner.
Sonerezh ar jenerik zo bet savet ha sonet gant Miss Ninóg.